Voyage dans les pays celtes (en breton)

Janvier 2014:

Je suis parti en voyage..

J’ai passé une année à apprendre le breton en suivant une formation en immersion et en vivant dans le Finistère chez un locuteur de langue bretonne. Je ne parle pas encore parfaitement, mais je progresse. A partir d’octobre 2013, j’ai décidé de mettre en pratique ce que j’ai appris en contant des histoires en breton. Des histoires bretonnes, mais aussi des histoires africaines, amérindiennes… Ensuite, à partir de janvier 2014, je vais repartir en quête de nouvelles histoires dans les pays celtes… Je reviendrais en avril et mai 2014 pour les partager en Bretagne dans les écoles qui suivent le projet, en breton et aussi en français…

Le journal de bord que je vais écrire durant ce voyage sera en langue bretonne uniquement, il s’adresse aux enfants et aux adultes qui savent ou apprennent cette langue. Il y aura quelques photos et peut-être même des enregistrements… Bon voyage!!


Emgav gant ur c’honter beajour

Abaoe 2002 emaon o veajin gant kontadennoù. Graet em eus div wech tro ar bed o c’hoari biz meud.

( Pajenn Samuelallo.com ha Louarnig miz Du 2004…). Kontet ha dastumet am meus kontadennoù ha kanaouennoù e-pad ar beajoù-se.

Kroget am eus da zeskin brezhoneg gant Roudour e Karaez ar bloaz paseet.

Goude ar stummadur em eus graet ur veaj e Breizh hep komz galleg e-pad miz ebrel tremenet. Kontet am eus kontadennoù e skolioù Diwan Komanna, Plounevez Moedec, Lannuon, Kemper, Kraon, Lesneven, Pondi, Sant Brieg, Dinan, e skolajoù Ar Releg Kerhuon, Plijidi, ha Rostren, e lise Diwan Karaez hag e skolioù divyezh Sant Riwoal, Lanmeur, Montroulez, Kavan, ha Lannuon.

C’hoant am eus d’ober ur raktres all evit ar bloaz man :

Ur veaj er broioù keltiek heuliet gant ar vugale a zesk brezhoneg

Gant tri frantad:

Miz Here, miz Du, miz Kerzu 2013 : Emgav er skolioù gant kontanennoù, kanaouennoù  ha dansoù eus Breizh pe eus broiou Afrika pe re Indianed eus Amerika…

Miz Genver, C’hwevrer 2014 : Beaj tro Bro Gembre, bro Iwerzon, bro Skoz :  beaj evit dastum kontanennoù, kanaouennoù ha dansoù nevez… Skrivet e vo lizheroù e brezhoneg ha kaset e vint d’ar skoliou dre internet…

Miz Meurzh, Ebrel ha miz Mae 2014 : an eil emgav gant ar memes skolioù e Breizh… Kontet e vo kontanennoù eus bro Iwerzhon hag eus bro Skoz e brezhoneg gant un nebeut gerioù e saozneg, kanet e vo e gouezeleg ha danset e vo ivez…

Skrivet e vo ur c’havotenn e-pad ar raktres:

Ton simpl e-pad ar veaj e Breizh, ur poz e pep skol.

Tamm kreiz e-pad ar veaj tro Iwerzhon ha bro Skos.

Ton doubl e-pad an eil veaj tro dro Breizh: ur poz e pep skol…

An Oriant, d’ ar yaou 7 a viz du.

Salut deoc’h bugale ha tud vras !!!

Setu ar c’heloù kentañ eus ar veaj. Kerzhout a ran e Breizh abaoe penn-kentañ miz Here. Deuet on a benn da gavout ti ur brezhoneger bep noz evit kousket. Komzet m’oa brezhoneg war an hent ivez, er c’hirri-tan.

Degemeret on bet mat-tre gant ar skolioù :

Diwan Kastell Pol, Gwitalmeze, Divyezh Lannilis, Pleber-Krist, Gourin, Skolaj Kleder, Diwan Kommanna…

Graet am eus anaoudegezh gant tud kozh hag a zo gouest da kanañ brav. Kaset vo deoc’h an enroladennoù a benn nebeut…Glav a ra kalzig. Ne vern ! Plij a ra din kerzhout gant an avel ! Breizh a zo brav tre !

Setu rekipe ar fars forn d’eus bro leon :

Mesk tout an dra-se (tro ha tro adarre) :

3 loaiad bras bleud gwinizh

5 loaiad bras bleud gwinizh du

3 loaiad bras sukr

3 viu

½ litrad laezh d’euz ur feurm

Holen (etre daou viz)

1 litrad laezh vo tommet diwezatoc’h a mesket gant an toaz,

tro a tro adarre ( arabat ober « poulout »!)

Lakaet e vez barzh ur plad gant un tamm amann.

Lakaet a vez ar forn da dommañ betek 195 derez (gant pruneau ha raisin).

http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01749.jpg

Chañs vad deoc’h !

Kenderc’hel a ran va droiad,

Keloù all vo kaset deoc’h !

pokoù

Samuel.

Ploeuc sur lié, d’ar 6 a viz genver.

Bloavezh mat deoc’h !!

Spi am eus eo bet plijus ar vakansoù evidoc’h !

Brav eo mont da welet ar vignoned hag ar familh, met, brav eo ivez mont da veajiñ!!

Prest on ! ahah!

Kregiñ a ra ar veaj nevez a-benn warc’hoazh, diriou…

Prest eo ar sac’h,

lâret m’eus kenavo d’ar vignoned,

Kenavo d’ar familh,

Kenavo d’ar wezenn d’eus Ploeuc sur lié…

Keloù all a vo skrivet a-benn un nebeut devezioù, pa vin er-maez eus breizh.

Kenavo va breizh hag a-benn an nevez-amzer!

Mersi deoc’h bugale eus breizh evit rein din startijenn vit ar beaj-se…

Samuel.

kaset eo bet din un barzhoneg skrivet gant Fanch Salaün (eus bro Leon). Poème écrit par Fanch Salaün que j’ai connu pendant l’automne. Graet am boa anaoudegezh gantañ e-pad ma zro breizh… troet eo bet gantan e galleg. Il l’a traduit en français: 

Petra lakaat er sac’h gein

Evit ma ne vefe ket re bounner ?

Peseurt gerioù a rimo a gredenn

Ha peseurt mouez nemet unan tener?

Que mettre dans le sac à dos

Pour qu’il ne soit pas trop lourd ?

Quels mots rimeront le credo

Et quelle voix sinon celles de velours ?

Peseurt sell a en em lako war ar bed

Pa zibuno ar mousc’hoarzhoù

Pa zevo bervidigezh ar gavotenn

An disterañ c’hoantoù?

Quel regard se posera sur le monde

Lorsque défileront les sourires

Lorsque le feu de la ronde

Brûlera d’autres désirs

E foñs ur sac’h an dalc’hegezh

A vo livet a esper

En ur godell gostez

Skediñ a raio ar wirionded

Au fond du sac la persévérance

Sera colorée d’espérance

Dans une poche de côté

Rayonnera la sincérité

War ar bloukloù evel ur prism

Steredenniñ a raio an optimism

Ha war banniel an dalc’husted

C’hweziñ a raio avel an uvelded

Sur les boucles comme un prisme

Scintillera l’optimisme

Et sur l’étendard de la ténacité

Soufflera le vent de l’humilité

Ploeuc sur Lié, d’ar 4 a viz kerzu

Setu. Echu eo ma zroiad skolioù… Hag echu eo ton simpl ar gavotenn ivez :

Ar Gavotten gant ar vugale.

{play}images/stories/audio/gavottengantbugale{/play}

Setu ar pojoù kentañ eus an ton simpl ar gavotenn

Bonjour deoc’h c’hwi tud yaouank, ni a zo digouezet

Ni gano un droiad dañs, biskoaz c’hoazh on eus graet

D’an oad d’ar pemp war-n-ugent, ur veaj m’eus kroget

betek an devezh hiriv, war an hent m’eus dalc’het

A-drugarez d’an indianed, brezhoneg m’eus desket

Hag ober a ran bremañ, un droiad ‘breizh izel

Me zo bet e bro leon betek skol Kastel Pol

Gwelet m’eus an iliz veur, hag a oa leun a gaol

Warlerc’h on bet e Kleder, ker ar pesketourien

Ur c’hastell a oa ivez, kreiz an artichaoden

Bet on bet e Kommanna, en traoñ menez Arre

Du-se a zo ur mougou, ha dindan m’eus kousket

E Gourin zo ur statu, Dimezel Liberté,

Bremañ he deus ur bonned, hag hemañ a zo ruz

En Oriant, on bet ivez, betek skol Ker-Nevez

Gwelet m’eus an defile, ar gouel etrekeltiek

Tremenet ‘oan e Kemper, e-biou ster An Aodet

Gwelet m’eus ur maligorn, o vont d’an iliz veur

E Lesneven ez eus ur volz, a zo bet adlaket

Kouezet e oa pad ar brezel, gant bombezenn ur c’harr-nij

E Landerne ez eus ur pont, anvet Pont ar Rohan

Tud o deus savet o zi, a-us ster An Elorn

E Rostren on bet ivez, saludin Bro Fisel

Ur bern dud a oa du-se, ‘vit devezh ar marc’had

Warlec’h on bet e Karaez, lec’h m’eus desket ar yezh

Ar musik a oa re grenv, e-pad an Erer kozh

E Tregunc ez eus ar mor, ‘tal Kastell Trevignon

Ur grampoue’enn am m’eus debret, rak ‘oa koulz ar foer bio

E Sant Brieg on distroet e-kichen an ti gar

Un enezen brezhoneg a zo e Breizh Uhel

E Penn-ar-Bed ez euz ul lec’h war gourennez Kraon

Ar skol-se a zo bihan tout, ha leun a startijenn


Echuet m’eus ma zroiad, ma zroiad Breizh Izel

Ret e vo mont war an hent, betek broioù keltiek

Lalalalalalala lalala la le lo

Lalalalalalala lalalalalelo

Brav eo bet ar veaj-se : setu un nebeut fotoioù :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01721.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01695.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01705.jpg

Ul labourer-douar gant kezeg,
Peulvann Plouarze

Ur stajiad (me) o rein laezh (lâret « leazh » e Bro Leon) d’al leue

http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01745.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01776.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/dsc01780.jpg

Yves a zo dedenet-tre gant ar salterion

Elise oc’h ober krampouez

Ur fritadenn viou war an tan koad

Prest on da vont pelloc’h…

Diskuiz a ran e-pad vakansoù Nedeleg a-raok mont e Bro Gembre…

Kenavo deoc’h, Nedeleg laouen da dout an dud, ha ken ar bloaz o tont…

Samuel.

Eus ur geriadenn e-kichen Bath, d’an 12 a viz genver

Keloù kentañ ar veaj!

Laouen on da skrivañ deoc’h eus Bro Saoz.

Aet on kuit war droad diryaou mintin eus Ploeuc sur Lie. Sikouret on bet gant an otoioù evit mont betek Dinan. Ur souhezadenn m’eus graet er skol Diwan, da glas ar re CE2 hag ar re CM. Kanet on eus ar gavotenn ha selaouet m’eus ur ganaouenn kanet gant brezhonegerien Dinan (setu enroladennoù…).

http://samuelallo.com/images/stories/boite/auto%20stop.jpg

o c’hoari biz meud

Alix eus Dinan

E Caen on erruet diouzh an noz gant Veronique, ur vaouez eus bro Normandie. Pedet on bet en he zi a-raok mont betek ar porzh. Dedenet-tre eo bet Veronique hag he gwaz gant ar psalterion.

Pignet em eus er vag da 11 eur d’an noz hag komzet am eus gant un den eus bro India (e saozneg). Lâret en deus din:

– You are interested with celtic culture? Then you should go to Stonehenge! (Dedenet out gant sevenadur Keltiek, p’eus ket nemet mont betek Stonehenge!)

Perak ket?

Kousket em eus mat-tre war leur ar vag (tomm er sac’h kousket). Abred diouzh ar mintin on aet war pont ar vag. Teñval e oa an oabl. Gwelet em eus gouleier Bro Saoz. Nebell eus Porthmouth e oamp…

Diouzhtu m’eus kavet er porzh ur c’harr-tan o vont betek Southampton. Iskis e oa mont en tu kleiz eus an hent e-pad an noz, gant tud ha na gomze ket nemet e saoznek… Lezet o deus ac’hanon e kreiz-ker Southampton. Kerzhet am eus war-zu ar c’hornog evit kavout an hent az ‘afe betek Salisbury. Stonehenge n’eo ket pell eus Salisbury… Gwelet em eus yourc’h er park war bord an hent. Brav e oa. Erruet on e Salisbury da greisteiz. An iliz-veur a zo bras du-se hag ur foto am eus tennet. Diseñvel eo eus iliz-veur Kastel Paol. Ur feuntenn a zo e kreiz. Skolidi a oa du-se, o tresañ en diabarzh. Unan anezho a oa gouest da gomz galleg !

Fotoiou ar c’hatedral…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/ext%20cathedrale.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/dessins%20cathedrale.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/cathedrale.jpg

Salisbury c’hatedral…

Kerzhet am eus war-zu Stonehenge. Bern dour a oa e bord an hent abalamour d’ar glav a zo bet ar sizhun tremenet. Dour-beuzioù ‘zo bet ivez. Gwelet am eus bugale e porzh ur skol. Goulenet em eus gant renerez ar skol hag-eñ ‘oa dedennet gant kontadennoù. Aotreet on bet da gontañ un istor d’ar vugale a oa 7 vloaz. Kanet o deus din ur ganaouenn

Gwelet am eus mein bras Stonehenge eus pell. O kuzhat e oa an heol. Ret e oa din kavout ul lec’h evit kousket. Blenier ur c’harr anvet Simon en deus kaset ac’hanon betek e di. Un den dispar e oa Simon. Beajet en doa kalz pa oa yaouankoc’h. Lâret en deus din :

– I can bring you home but I am afraid, my wife won’t let you sleep at home… Bez e c’hellañ kas ac’hanout em zi, met ma gwreg ‘vo ket a-du vit degemer ac’hanout er ger…

Laouen e oa bugale Simon o welet un estañjour eus bro Frans. Met aon a oa gant e wreg. Lâret he deus da Simon:

– No way, he cannot stay in our house! Nann, N’eus ket tu dezhañ chom amañ en hon zi.

Kaset on bet gant Simon betek un ti-feurm. Trist e oa Simon o lavar din kenavo e-pad an noz… Lavaret am eus dezhañ:

– Tud’zo o deus aon unan ouzh egile… Tamm-ha-tamm e teu muioc’h a fiziañs.

Kemeret em eus chomlec’h internet Simon vit kas keloù dezhañ.

Aet eo kuit karr Simon. Kerzhet am eus betek nor ar feurm. An dud ne oant ket evit sikour ac’hanon. Koulskoude em eus sonet un ton hanter-dro gant ma flut evit kaout fiziañs ennon adarre. Plas a oa er feurm vras met aon o doa eus an estrañjour.

Kerzhet em eus un tamm pelloc’h. Klouar e oa an noz, glav ebet. Goulenet am eus gant un den kozh-tre. Bouzar e oa. Diaes-tre eo bet displegañ dezhañ e oan o klask ul lec’h evit kousket. A-benn ar fin en deus komprenet ac’hanon met e c’harr-di a oa leun a draoù… Plas ebet vit ur veajour…

En un ti all eo bet lâret din:

– You should ask Rose, she is my neibourgh, might have a place for you! P’eus ket nemet mon betek ti Rose, va amezegez, ganti vo kavet ul lec’h evidout!

Ar gwir a oa ganti.

Degemeret on bet gant Rose, ur vaouez 60 bloaz. An emglev zo bet kavet:

– Could you cut some wood for me tomorrow morning?? Bez e c’hellez troc’hañ koad evidon warc’hoazh mintin?

– Evel just!

Debret em eus mat-tre gant Rose. Pedet he deus an amezeien da gomz ganin (Claire ha Thadeus eus bro Pologne). Tud dedenus-tre int. Savet o deus un ti « passive », un ti hag a zo tommet nemet gant energiez an heol… Clare a zo kelennerez Yoga. Komzet on eus kalz ha warlec’h m’eus kousket mat-tre. Skuiz e oan !

Ur « british breakfast » a zo bet profet din gant Rose diouzh ar mintin. Labouret am eus o troc’hañ koad e-pad div eurvezh.

Ti Rose, english breakfast

Pedet on bet vit chom e ti Claire ha Thadeus. Skriv a ran deoc’h eus o zi…

Mont a reont e Bristol (ur ger all) fenoz. C’hoant o deus mont d’ur preti « south indian ». N’ouzon ket peseurt boued a vo kavet du-se. Krampouez ‘vo ket debret fenoz, a dra-sur !!

Setu ‘vit keloù penn-gentañ ar veaj.

Spi m’eus ez a mat an traoù ganeoc’h !

Pok deoc’h ! pe ur « kiss »

Sam.

Aberystwyth, d’an 20 a viz genver.

Keloù eus bro Gembre

Mont a ra mat gant ar veaj. Emaon evel ul logodenn war un tamm fourmaj!

Erruet on e Aberystwyth. Ur sizhun vrav-tre m’eus tremenet e bro Gembre, daoust ma ‘oa fall an amzer !!

Goude un nozvezh en ur preti « chik ha cheuc’h » e Bristol hag un nozvezh en un davarn gant sonerezh « Funk » on aet en-dro war an hentoù.
Graet am eus anaoudegezh gant tud Bro Gembre.

Degemerus-tre int! Pegen brav eo klevout ar c’hembraeg er stalioù, en ti-post, war an hentoù. Komz a reont saozneg ganin hag kembraeg etrezo. Difennet e oa bet komz kembraeg gwechall-gozh er skol.

Cheñchet eo bet al lezenn. Holl bugale Bro Gembre a zesk e kembraek bremañ. Spi o deus an dud e vo komzet muioc’h muiañ ar c’hembraeg… Brav eo ar yezh-se. Ur bern gerioù a zo heñvel ouzh gerioù brezhoneg. Ar mod da skrivañ a zo disheñvel-tre.

Setu un nebeut fotoioù graet en ur stal boued…

Denved : deñved
Vuoc’h : buoc’h
Bara : bara

Un nozvezh kontadennoù hon eus aozet en ur familh. Kontet eo bet un nebeut kontadennoù gant ar vugale ha bugale an amezeien (e saozneg). Kontañ kontadennoù a blij d’ar vugale-se !

Nozhvezh kontadennou

Beajet am eus betek Llandybie evit ober ur souezhadenn da Rita ha Carl.

Rita a zo dedennet-tre gant ar brezhoneg. O skivañ ur geriadur « Brezhoneg-Kembraeg » emañ. Enrollet am eus un atersadenn graet ganti :

Rita ha Karl
Kavout a ran ul lec’h vit kousket bep noz. En un ti feurm m’eus kousket ur wech. Arwyn en deus 350 deñved en e di-feurm.

Nozhvezh barh ur feurm

Ar muzik a blij d’an dud amañ. Kousket am eus e ti tud yaouank. Hir eo bet an nozvezh, gant muzik ha kontadennoù…

E ti Josuan emaon bremañ. Eus enez Maurice eo. Komz a ra galleg, saozneg ha kreol evel just! Emañ o chom e Bro Gembre abaoe 10 vloaz. Diskuiz a ran en e di e-pad an dibenn sizhun.

Machynlleth, 27 a viz genver

Salud deoc’h!


Setu un nebeut keloù eus ar veaj : e bro Gembre emaon c’hoazh.

Bet on bet en un nebeut skolioù nevez, souezhet e oa ar vugale o klevout gerioù e brezhoneg. Soñjal a raent e oan gouest da gomz e kembraeg !

Setu ar sifroù e kembraek :
Un dai tri pedwar pimp chwech seis wyth naw deg

Desket am eus kanaouennoù nevez gant ar vugale :


Brudet eo bro Gembre evit ar c’han.

Setu enroladennoù ar vugale :

Graet am eus anaoudegezh gant tud o vevañ e tiez ispisial. An dud-se n’o deus ket c’hoant bevañ pell eus an natur. O chom e-kreiz an natur emaint. Kousket am eus mat-tre e-barzh an Hut, ar yourte hag an tippi… Hut a blij din muioch. Tomm eo ha koulskoude eo posubl selaou kan an avel ha dour ar ster…

sell diouzh al lec’hienn-se:
www.thatroundhouse.info/

Un eskemm kontadennoù am eus graet gant Kristine e Fishgard. Un istor nevez am eus klevet. Klask a ran deskiñ anezhi evit an distro e breizh…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/christine.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/fishgard.jpg

Kristine eus Fishgard


Fishgard a zo al lec’h diwezhañ bet aloubet er rouantelezh unaned. Bro Frans a oa deuet amañ e 1791 evit sikour ar c’hembreiz da stourm a-enep bro Saoz… An dud eus bro Gembre ne oa ket a-du da servij bro Saoz, na kennebeut da servij bro Frans… Stourmet o doa a-enep bro Frans vit kas anezho en dour en-dro…

War-zu hanternoz bro Gembre emaon o vont bremañ. Lâret eo bet din eo disheñvel ar c’hembraeg du-se. Saozneg a vo komzet ganin… Menezioù uheloc’h a vo, hag erc’h marteze…
Gleb eo bet an amzer betek poent. Krog a ra an amzer yen… Met tomm eo kalon an dud !
Mont a ra mat ganin! Un tammig trist on o lâr kenavo d’an dud… kouskoude eo ret din mont war-raok vit ober an droiad…
Bro Gembre a blij din!

Holyhead Porz, d’ar 6 a viz C’hwevrer

Setu keloù diwezhañ eus bro Gembre,
Cheñch a rin bro fenoz…

Traoù brav m’eus bevet ar sizhun tremenet.
Kontet am eus kontadennoù e skolioù nevez (11 Skol m’eus gwelet e bro Gembre) ha graet am eus anaoudegezh gant ur familh brezhonegerez. An tad a gomz nemet brezhonek gant ar vugale hag ar vamm a gomz kembraek… Saozneg ha galleg ebet en ti-se. Plijus-tre eo bet c’hoari « mil bornes » e brezhoneg ha debriñ krampouezh fardet war ar billig!
Setu ur boltred hag un enroladenn eus ar familh

Ur ganaouenn eus ar skol :

Desket am eus ur sekred kegin nevez ganto:

Kouignoù kriz eus bro Gembre:

Bleud : 450 gr (gant poultr da greskiñ e-barzh)

Amann : 115 gr

Saindoux : 115 gr (pe neuze amann c’hoazh)

Sukr : 115 gr

Rezin sec’h

Vioù : 1

Laezh : un dakenn bennaket (ur santimetr en ur werenn)

Meskañ ar bleud, an amann hag ar saindoux

Bruzhunaat anezho.

Lakaat ar sukr, ar rezin hag an u

Meskañ pep tra ken vo savet ur volotenn toaz

Lakaat ur boc’h laezh ma vez re sec’h an traoù

Poultrennañ bleud war an daol

Rollañ ar volotenn betek ma vefe ur santimetr a devder

Didroc’hañ tammoù ront gant ur werenn

Lakaat an tammoù da rouzañ en ur baelon, 3 vunutenn pep tu.

Tenañ anezho kuit ha lakaat sukr warno.

Arabat debriñ tout d’un taol!

Start a vo!


Warlec’h on bet e hanternoz bro Gembre. Brav kenañ eo ar menezioù du-se… Erc’h a oa e-lein ar menez met ket en traoñ…

Chomet on en un ti koad e-kreiz ar c’hoad.
Marteze emaoc’h o soñjal : « Samuel a zo sot gant ar c’hoad… ».
Ar gwir zo ganeoc’h, energiezh an natur a blij kalz din.
Setu un nebeut fotoioù eus al lec’h-se…

Hag lec’hienn al lec’h-se e saoznek:

http://www.caemabon.co.uk/

Perc’henn al lec’h-se a zo añvet Eric hag ur c’honter an hini eo. Klevet am eus ur gontadenn brav kenañ gantañ!!

Echuet em eus va droiad e bro Gembre e-kichen Aberdaron.
Spontet on bet gant labour Dafydd (David )
An den-se a zo gouest da sevel tiez e-giz an dud e oadvezh an arem… Tiez ront gant un doenn plouz

Ul lec’hienn a zo:

http://www.felinuchaf.org/

Ur stal a zo evit deskiñ al labour gant prenn. O klask kempenn bigi kozh emaint.

10 den yaouank eus Rouantelezh unaned hag ivez eus bro Frans a oa du-se. Pephini a zo o veajiñ hag o klask deskiñ labourat gant an dorn… Labouret am eus un devezh ganto evit gounit ma zamm vara!

Unan eus an tiez a zo graet evit an abadennoù kontadennoù. Ha savet ’zo bet unan e-pad ma oan du-se !! Ahah!

Pegen brav eo bet an nozvezh-se, gant kontadennoù, dansoù ha kanaouennoù. Dañset on eus an an-dro, an hanterdro, ar rond-de-st-vincent, hag ar gavotenn evel just!! M’eus ket desket mat an dañs eus bro gembre met klask a rin kaout soñj.

An emgav diwezhañ e bro Gembre a zo bet gant Twm (Tom), ur barzh ha skrivagner. Kanet en deus din ur ganaouenn kembraek hag a zo tost eus ur ganaouenn eus breizh – ur ganaouenn keltiek an hini eo :

Erruet on e Holyhead. Kemer a rin ar vag fenoz… Spi am eus ne vo ket dirolet ar mor. C’hoant am eus kousket un nebeut eurvezhioù war ar vag… Keloù nevez a vo kaset deoc’h eus bro Iwerzhon…

http://samuelallo.com/images/stories/videos/kartenn%20bro%20iwerzhon.jpg

Glenties, Donegal, d’ar 14 a viz C’hwevrer

Salut deoc’h!

A-raok komz diwar-benn ar veaj em eus c’hoant trugarekaat un nebeut tud:

Mersi Erell evit difaziañ an destenn bep sizhun

Mersi Louis evit “moanaat” ar fotoioù hag an enroladennoù

Mersi Eva da vezañ ur webmaster a feson !

Ha bremañ, keloù eus ar veaj :

Erruet on e bro Iwerzhon ur sizhun zo. Graet am boa anaoudegezh gant Ewa, ur plac’h eus bro Pologne. Sikouret he deus ac’hanon da ziskuizañ goude an nozvezh war ar vag. Diaes eo buhez an emvroidi (n’o deus ket kalz a arc’hant vit bevañ), ha koulskoude he deus roet din ur bern boued evit ar veaj… Brav eo kalon an dud a gavan war an hent! Ar re o deus an nebeutañ a ro ar muiañ…

Gant Tommy hag e familh on chomet daou devezh. Sevel a ra margodennoù hag laouen eo ar paotr ! Displeget en deus din petra eo ur “fairy ring”. Kavet ‘vez ur bern dioute e bro Iwerzhon ha den ebet a c’hell ober drouk d’ar wezenn pe d’ar mein pa vezer du-se. E-giz ur santual evit an dud burzudus eo… Mont a ra Tommy da welet ha da gomz gant ar “fairies” du-se.

N’em eus ket bet c’hoant tapout ur boltred eus ar “fairy ring”, displeget eo bet din gant Tommy : Ar fairy ne blij ket re ar fotoioù… Doujet am eus outo…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/tommy.jpg

Foto tommy

Divizet am eus mont betek Donegal, ur rannvro e hanternoz Bro Iwerzhon. Gaellig a vez komzet du-se. Ar gaellig eus Donegal a zo tost-tre eus ar gaellig eus bro skos…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/donegal.jpg

Hurling ha gaelig football a zo ar sportoù hengounel hag a blij d’an dud en Donegal.

Gwelet am eus ur match :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/hurling.jpg

Setu ur video eus ur match e breizh :

http://www.dailymotion.com/playlist/x1snza__flk-comms_gaelic-football/1#video=xrag1y

Bugale ar skol o deus kanet din ur ganaouen:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/carrig.jpg

{play}images/stories/audio/811_1626{/play}

{play}images/stories/audio/811_1625{/play}

Ti ar re gozh:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/daycare.jpg

Ur nozvezh eskemmoù m’eus bevet gant Evan, ur paotr ampart gant ar piano:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/evan1.jpg

kanaouenn eus Breiz.

{play}images/stories/audio/811_1608{/play}

kanaouenn Iwerzhoneg.

{play}images/stories/audio/811_1610{/play}

E Glenties on erruet bremañ  ha bet on en ur “session”: Brudet eo bro Iwerzhon evit an abadennoù sonerezh : Pephini a zeu gant ur beñveg seniñ ha sonet e vez sonerezh hengounel. Desket e vez an tonioù gant ar re gozh pe gant ar re a oar seniñ anezhe.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/session.jpg

{play}images/stories/audio/811_1620{/play}

Ne m’eus ket klevet kement a dud o komz ar yezh iwerzhonek er straed evel ar yezh kembraek e Bro Gembre…  Klask a ran un tamm muioc’h…

Klasket am eus kousk barzh ar c’hastel-se. Re souhezhet e oa pec’henn al lec’h. klask a ran.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/castle1.jpg

Labouret em eus en un ti feurm evit trugarekaat an dud o doa roet din un dijuniñ. En ur gwele mat ha plum m’eus kousket…

Erc’h on eus bet dec’h met teuzet eo hiriv…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/snow2.jpg

Kenderc’hel a ran va droiad war-zu an hanternoz.

Ken ar c’hentañ!

D’ar gwener 21 a viz c’hwevrer
Setu un nebeut keloù eus Donegal.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0389.jpg

Setu an traezh eus Donegal :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0417.jpg

Erruet on en ur « Gaeltalk », ul lec’h e vez komzet muioc’h a gaelic ha nebeutoc’h a saozneg.
Laouenn e oan o klevout gaelic er stalioù hag er staedoù. Goulennet am eus gant ar plac’h a labour er stal boued : Gaelig a zo yezh al lec’h-mañ? Lâret he deus din : « 50 % eus an dud a gomz gaelic bemdeiz ganin ».
Neo ket fall. Kentelioù c’hoariva, muzik ha dansoù a zo kinniget amañ e gaelic. Vakansoù ar skolioù a zo ar sizhun-mañ. Ret eo bet din mont da welet an dud e ti ar re gozh vit rein startijenn dezho. Plij a ra dezho ar gavotenn, an andro hag istor ar gorriganed. Kanet o deus din kanaouennoù hengounel eus bro Iwezhon.

{play}images/stories/audio/811_1660{/play}

am eus anaoudegezh gant ur familh plijus kenañ. Gaelic a zo yezh an ti. Ar vamm a zo ur gonterez ha dedenet gant ar c’han. Ar muzik hag ar c’hoariva e gaelic a blij d’ar vugale :
Setu fotoioù Suzann, Alva (mec’h Suzann) hag enroladennoù :

{play}images/stories/audio/811_1664{/play}
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0405.jpghttp://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0403.jpg

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0421.jpg

{play}images/stories/audio/811_1645{/play}

Kanet he deus Noeleen e Breizh ar bloaz paseet vit ar Gouel etrekeltiek e kêr an Oriant. Spi he deus da vont en-dro ar bloaz-mañ!
Familh Noeleen a oa degemerus-tre:
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0406.jpghttp://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0410.jpg

Bevet am eus daou devezh gant Breeze.
Dont a ra bugale ar c’harter da c’hoari ganti. Brudet eo vit bezañ ur bugel bras, ur bugel 50 vloaz ! Plijadur on eus bet!

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0370.jpghttp://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0379.jpg
Chenchamantoù bihan zo bet gant ma divskouarn :

Normal eo e bro Iwerzhon!

Ha bremañ, mont a ran da adwelet an Druidess m’oa gwelet 7 vloaz-zo… Spi am eus e kavin anezhi…

Pok deoc’h!
Sam.

http://samuelallo.com/images/stories/videos/kartenn%20bro%20skoz.jpg

Uist, enez eus bro Skoz, 7 a viz meurz

Salut deoc’h !

Erruet on e Bro Skos, bro ziwezhañ ar veaj…
An natur a zo brav kenañ : menezioù ha livioù brav…


http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0500.jpg


Kestell brav am eus gwelet :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0539.jpg

Binvioù nevez am eus klevet ‘barzh ar skolioù :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0530.jpg

{play}images/stories/audio/811_1702{/play}

Graet am eus anaoudegezh gant un arzour ispisial : 
setu e labour :
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0555.jpg
Ur foto eus an arzour :
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0559.jpg
Hag enrolladennoù an arzour da 4 eur vintin :

{play}images/stories/audio/811_1707{/play}

Graet am eus anaoudegezh gant ur c’honter eus an inizi Skye

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0580.jpg

Kontet hon eus kontadennoù e-pad 12 eurvezh da heul… 30 kontadenn hon eus eskemmet… 15 pep hini…

Un tamm skuizh e oamp a-benn ar fin…

Spi am eus da gas ar re wellañ ganin evit an distro…

Ur c’hilt en deus hag ur vazh ispisial : ur « Cromeg » evit kerzhout ha stourm.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0616.jpg

Erruet on war an inizi Hebrides ( North Uist ha South Uist)… Tost eus an Arktika emañ al lec’h-se. N’ez eus nemet 3 eurvezh noz e-pad an hañv ha 6 eurvezh sklerijenn e-pad ar goañv.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0609.jpg

Sevenadur Viking ha Keltiek a zo amañ… Gaelic a vez komzet gant an dud c’hoazh.

Stourm a reont evit derc’hel da gomz o yezh ‘barzh ar stalioù, an ti-bank hag an ti-post.

Skol:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0643.jpg

Baradou avel a zo aman. N’eus ket tu mont pelloc’h a-raok disul. Staget eo ar vigi er porzh. Chom a ran war an enez « Uist »  betek fin ar gorventenn.

Kenn d’ar c’hentan !

Enez Lewis, d’an 12 a viz meurzh

Chomet on war enez Uist e-pad ur sizhun. Ur gorventenn bras m’eus bevet. Normal eo evit an dud o chom amañ… Ur sevenadur pinvidik a zo war inizi Bro skoz :

Klevet am eus komz eus  ar « waulking song » (kanaouenn kanet evit gwalc’hiñ al lienoù)

{play}images/stories/audio/811_1781{/play}

Setu ur video: http://vimeo.com/20467842

Graet am eus anaoudegezh gant Tom: ur paotr eus Enez Man. Lâret e deus din:


– N’eo ket gwir! Ober a rez ur veaj tro ar vroioù keltiek hep mont da welet ma bro? Ret e vo din displegañ dit istor yezh ma bro neuze…

Tost da vezañ kolet eo bet yezh manx e-pad ar bloavezhioù 1970.

Bloavezhioù 1880 : Tout an dud ganet war enez Man a gomz manx.

Bloavezhioù 1970 : Ne chom ket mui un den e yezh-vamm ar manx… Un nebeut tud all a ouie manx desket diwezhatoc’h…

Neuze, kroget o deus tud ar vro da gelenn manx er skolioù ha da gomz manx er gêr…

Hiriv an deiz : Muioc’h muiañ a dud a gomz Manx er gêr. Laouen e oa Tom o lâr : Adkavet o deus o Yezh en-dro. 1600 den a gomz manx. Ret eo stourm evit ar sevenadur !

Seniñ a ra Tom ar violin gant Lee. Setu un ton eus enez Man :

{play}images/stories/audio/811_1776{/play}

Hag un nozvezh « session » en un davarn:

Chomet on un nozvezh e ti Tom gant ur skipailh driest !

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0669.jpg

War Enez Lewis emaon bremañ.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0797.jpg

Graet am eus anaoudegezh gant Ian, ur c’honter.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0701.jpg

Kontet e deus din un istor diwar-benn ar mor. Kousket am eus un nozhvezh en e vag.

foto.

Ur reinig am eus gwelet er porzh. Braz e oa hag o c’hortoz ur pesk…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0692.jpg

Ouzh un den all am eus kejet : Niall Ian eo e anv.

O prientiñ ur veaj emañ. A benn daou viz e glasko treuziñ ar Mor atlantel. Ur Kanoe en deus. Treuziñ a raio an mor gant nerzh e diwrec’h nemeken…

Kalonek-tre eo Niall Ian… hir a vo an amzer e unan e-pad an treizh…

Ur Blog a vo vit heuliañ anezhañ : www.ny2sy.co.uk

Ul lec’h dispar am eus gwelet dec’h : « Callanish mein… »

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0748.jpg

5000 bloaz ’zo eo bet savet al lec’h-se gant an dud…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0737.jpg

Kroget o deus da vevañ e tiez-du, « Black-houses », mogerioù tev ha toenoù plouz a zo ganto…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0702.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0705.jpg


Komz a ra an dud diwar-benn politikerez bro Skoz :
Ur referendum a vo aozet a-benn nebeut er vro. Un dibab a vo da ober : Chom er Rouantelezh unanet pe bezañ emren… Aloubet eo bet Bro skoz gant Bro saoz e 1650. An hanter eus an dud a soñj dezho eo gwelloc’h chom gant ar Rouantelezh unanet, ar re all a soñj dezho e vefe gwelloc’h bezañ emren… Un dibab a vo e miz gwengolo 2014… An dibab n’eo ket bet graet gant tout an dud c’hoazh…

Chom a ran war enez Lewis e-pad daou pe dri devezh all…

Setu un nebeut goulenn eus ar skolajidi Rostren:

– Penaos e oa e ti an dud o deus degemeret ac’hanoc’h ?

Tomm ha brav eo. Pedet on evit debriñ. Kanañ a reomp kanaouennoù ar vro. Kontañ a reomp kontadennoù a-bep-seurt, gizioù koz ar vro. Lâret a ra an dud :

A-viskoazh ez eus bet beajourien o tremen e-giz-se…

Ur plac’h eus bro Bologn o vevañ e bro Iwerzhon he deus lâret din :

« Gortoz 3 eurvezh, ezhomm am eus amzer evit kempenn va zi. »

Labourioù a bep seurt ‘meus graet : Gwalc’hiñ a ran listri an dud, troc’hañ a ran koad, reiñ a ran boued d’al loened. Plijadur a vez !

– Darempredoù a zalc’hit ganto ?

Kas a ran keloù d’an dud eus bro Gembre hag eus bro Iwerzhon. Respont a reont din e Saozneg. Ur familh eus bro Gembre he deus c’hoant mont da welet ac’hanon war vag e-pad an hañv. Mignoned ha mignonezed nevez am eus bremañ e bro Gembre, Bro iwerzhon ha bro Skoz. Dispar eo !

– Penaos e oa gwisket an Indien (war ar Ferry) ?

Un indian eus bro India e oa. Gwisket e oa gant ur chupenn du hag ur bragou glas. Gwisket chik ha cheur e oa.

– Penaos eo an hent ? Aes eo c’hoari biz-meud ?

Brav eo. Gleb eo a-wechoù hag avel zo. Dilhiad tomm am eus. Aes eo c’hoari biz-meud betek poent. Paotred ha mec’hed a c’hell sikour ac’hanon bemdez. Mousc’hoarzin a ran kalz. Un nebeud a zegemer ac’hanon er gêr, ar re all a sikour din evit kavout skolioù, konterien ha kanerien….

– Penaos e oa Stonhenge ? Ha speredoù/teuzioù ‘teus gwelet ?

Ul lec’h evit ar touristed eo Stonehenge. Tud eus bro China, bro Japan ‘meus gwelet. N’on ket bet betek ar vein. Klask a rin mont da welet mein all e-kichen Stonehenge ma ‘meus amzer e-pad an distro…

– Mojennoù ‘peus klevet en-dro da Stonehenge ?

Unan… Lâret eo bet din eo bet kaset mein Stonehenge eus Bro-Gembre… Menozhioù a-bep-seurt a zo evit displegañ penaos eo bet graet an dra-se… Re bounner eo ar vein-se. Obelix ne oa ket du-se evit sikour anezho !

– Klevet ‘teus kontadennoù nevez ?

Ya !

Un nebeud anezho a zo dispar !! Kontañ a rin anezho e Breizh e-pad an distro !

– Daoust hag-eñ peus kavet binvioù sonerezh nevez ?

Gwelet em eus un nebeud : koñsertina, scottish bagpipe, Bodhran, gimbarde…

D’ar meurzh 24 a viz meurzh

Bet on bet en un nebeut skolioù war enez Lewis. Bugale ampart gant ar c’han am eus kejet!
Ur plac’h he deus kanet e galleg :

{play}images/stories/audio/811_1800{/play}

E gaelic o deus kanet al liseidi all :

{play}images/stories/audio/811_1801{/play}

Un nozvezh, kousket m’eus e ti John Angus. Un nebeut deñved en deus en e di feurm. Mare an oaned eo…
fotoioù


http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0808.jpg

Gwelet am eus ul lapous bras-tre. « Roue al lapoused » a vez graet eus al lapous-se… Roet eo bet din ur bluenn dioutañ… Brav ‘vo evit seniñ ar salterion.

Bet on bet war ur vag vras vit distreiñ eus inizi Hebrides war enez Skye. Sellit mat ouzh ar foto, digor a ra e veg vit debriñ ar c’hirri!!

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0849.jpg

War enez Skye ez eus ur skol ‘vit deskiñ ar gaelic.
Setu al lec’hienn http://www.smo.uhi.ac.uk


Un nozvezh kontadennoù on eus aozet. Skritelloù on eus lakaet. 25 den a zo deuet d’an abadennig. Klevet am eus kontadennoù e gouezelleg. Troet int bet e saozneg evidon. Kontet am eus istor ar c’horriganed ha kanet am eus un ton simpl gavotenn hag un hanter-dro… Laouen e oa an dud o tañsal. Violin ha bouest an diaoul am eus klevet e-kerzh ar beilhadeg-se.


http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0874.jpg

An nevez-amzer a zo o tostaat… Dav e vo din soñjal d’an distro e breizh… Hir ‘vo an hent. Plijout a ra din kalz Bro Skoz ha koulskoude on laouen o soñjal distreiñ e bro ar brezhoneg…

Sellet a ran ur wech c’hoazh an dremwell hag ar menezioù…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0882.jpg

D’an 2 a viz ebrel 2014

War hent an distro emaon!!

 Kroget am eus ar veaj eus enez Skye gant ur vaouez simpa kenañ. Setu ur foto :

 

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0888.jpg

 Iskis e oa mont war an hent-tizh goude ur prantad sioul e bro Skoz!

 Divizet am eus mont da adwelet bugale ar skolioù hag un nebeut tud eus bro Gembre…


http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0897.jpg

Distroet on e ti Rose e kreizteiz bro Saoz. Laouen e oa o klevet komz diwar-benn ar veaj. Aozet on eus un tantad bras vit kontañ kontadennoù. Deuet on da vezañ mignon d’ar familh-se.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0933.jpg

 

http://samuelallo.com/images/stories/boite/img_6854.jpg

 Treuzet am eus Mor Breizh gant ar vag eus Portsmouth betek Caen… Adwelet am eus Julien, ur mignon a zo ampart-tre war an tresadennoù !! Dougerez eo e vignonez ha ret e oa deomp prientiñ mogerioù kambr ar bugel…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0938.jpg

 

  Setu, krog on war hent breizh, brav eo an amzer betek poent. Hir e seblant bezañ an amzer tremenet er vroioù keltiek… Ur bern tud nevez am eus kejet e-pad ar veaj… Spi am eus e adwelin anezho un deiz bennak !

O soñjal ober un nebeut souezhadenoù er skolioù emaon bremañ… Sellit mat e porzh ar skol ! Ahah !


D’an 12 a viz ebrel,

Distroet on e Breizh a benn ar fin! Divizet am eus adwelet an dud a-raok distrein er ger…


Bet on bet da welet un nebeut mignoned evit sikour anezhe en o jardin.

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0949.jpg

Ur vaouez eus Bro Dreger he deus degemeret ac’hanon er ger ha displeget din un tamm eus he vuhez, Gabrielle a oa he anv :

 {play}images/stories/audio/811_1828{/play}

Kroget am eus d’ober tro ar skolioù. Kontadennoù hag istorioù a zo bet eskemmet!!
Setu ur foto eus skol diwan Dinan:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0944.jpg

Ha skol Diwan Kommanna:

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0957.jpg


Degemeret on bet mat, ha gant goulennoù e-leiz…

Kanaouennoù brav a zo bet kanet din :


Setu unan eus Rostrenn:

{play}images/stories/audio/811_1834{/play}

Hag unan eus Kommanna:

{play}images/stories/audio/811_1835{/play}

Kenderc’hel a ra va zroiad skolioù. Frommet ha laouen on o distrein e bed ar brezhoneg!

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0961.jpg

23 a viz ebrel 2014,

Kenderc’hel a ran an droiad e skolioù Breizh,

Dinan, Kergrist-Moelou, Rostrenn, Karaez, Kommanna, Lannilis, Gwitalmeze, Kleder, Kastel-pol, Lesneven, Sant-Martin war ar maez, Landerne, Kraon, Tregon, Gourin… Kemper, An Oriant, Sant-Brieg…

Goulennoù a bep seurt e vez savet ouzin.
Pelec’h out bet ?
Peseurt loened peus gwelet ?
Plijus e oa ar veaj ?
Peseurt yezh peus komzet ?
Pelec’h peus kousket ?

Pegen plijus eo adwelet bugale o deus kresket un tamm!! Ur souhezhadenn a ran bep noz d’ar vignoned. Darn anezho a zo brezhonegerien. Laouen on da gomz yezh breizh adarre.

Gwelet m’eus un den a ra gwerennoù gant pri, « ur poder ». Setu fotoioù e labour :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0969.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0971.jpg

Bet on bet e ti Elise ivez. Ar vaouez-se he deus desket din un nebeut kanaouennoù. Graet he deus krampouez evidon. Mat-tre e oant gant kaotigel mouar.
Plijet eo bet Elise o lakaat kerniel ar c’havr war he fenn !

77 vloaz a zo gant Elise ha startijenn e leizh a zo ganti!

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0972.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0974.jpg

Setu kanaouenn Elise…

{play}images/stories/audio/811_1863{/play}

Aman eman ur foto eus un teñzor kavet war an hent. Diskouezet e vez bremañ er skolioù :

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0968.jpg
Kanaouennoù e-leiz a zo kanet din gant ar vugale:

setu unan eus skol diwan Guitalmeze ( Gavoten gant ar re CM)

{play}images/stories/audio/811_1839{/play}

Setu unan eus skol diwan Lesneven ( ar re CP)

{play}images/stories/audio/811_1860{/play}

Chom a ra un nebeut kanaouennoù da kanan ha da selaou ha kontadennou da kontan a-raok lakaat ar sac’h-kein e-barzh an ti e Ploeuc-sur-Lié !

D’ar sul 27 a viz Ebrel 2014

Erruet on er ger fenoz… Echu eo ar veaj…

Pegen laouen on gant ar veaj-se. Pegen plijus eo bet :

Kroget am eus e Bro Gembre gant un degemer dispar. Al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hembraeg a zo ken tost… Prantadoù brav kenañ am eus bevet er skoliou ha gant an dud. Diaes eo bet din kuitaat bro Gembre.

E bro Iwerzhon on bet war-lec’h. Chomet on nemet div sizhun du-se, en Donegal, ha kreñv eo bet an darempredoù gant ar sonerien hag ar c’honterien…

E bro Skoz on bet goude-se. Ur sizhun war enez Skye, unan e enez Uist hag unan all e enez Lewis. An Natur he deus roet din kalz a energiez. Distreiñ a ran gant kerniel ur c’harv ha pluenn un erer… Ur bern kontadennoù nevez am eus klevet hag ur ganaouenn e pep yezh am eus desket (kembraeg, gouezeleg eus bro Iwerzhon  hag eus bro Skoz…).

Distroet on e bro Gembre e-pad ur sizhun evit ober ur souezhadenn da bugale tri skol.

Distroet on e breizh e penn-kentañ miz ebrel. Chomet on peder sizhun war henchoù breizh evit adwelet ar vugale eus 17 skol. Respontet em eus d’o goulennoù ha kontet em eus istorioù nevez.

Setu enroladennou ar vugale:

Skol Tregon

{play}images/stories/audio/811_1869{/play}

Skol Gourin

{play}images/stories/audio/811_1872{/play}

Skol Karaez

{play}images/stories/audio/811_1878{/play}

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0989.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0987.jpg

Souezhadennoù a bep seurt m’eus graet d’ar vignoned… Setu un nebeut fotoioù eus an nevez amzer e breizh…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0981.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0985.jpg

Setu enroladenn Elise barzh e liorzh !

 {play}images/stories/audio/811_1866{/play}

Setu enroladenn ur plac’h eus bro Gembre a zo o chom e Menez-Aré, hag a gomz brezhoneg :

 {play}images/stories/audio/811_1880{/play}

Echuet em eus ar veaj e Botmeur war lein meneziou Arre… Ur gouel kontadennoù a oa du-se ha klevet am eus un nebeut konterien. Unan anezho a zo brudet : Patrick Ewen… hag hennez eo an hini en doa roet din nerzh evit ober ar pezh a blij din em vuhez… Gwelet am eus anezhañ en-dro tost 20 vloaz goude ar wech kentañ…

http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0978.jpg
http://samuelallo.com/images/stories/boite/rimg0998.jpg

110 devezh on chomet war an hent ha 110 nozvezh on chomet e ti an dud. Skuizus eo cheñch lec’h bemdeiz met plijus eo memestra. Nozvezhioù dispar m’eus tremenet atav. Gwech ebet n’em eus gwelet skeudennoù an tele e-pad ar prantad-se. Gwelloc’h eo din bevañ hep tele,  sikour a ra ac’hanon da vevañ an amzer vremañ… Gant spered disourci ur bugel eo brav ar vuhez. Ne c’hoarvez ket an traoù dre zegouez…

Distroet on fenoz er ger, laouen va c’halon, va spered a zo war an hent atav, plijet on da dommañ va c’horf e-kichen an tan, brav e vo degemer an nevez-amzer el liorzh met prest on da genderc’hel gant raktresoù all !!!

Skrivet e vo ul levr kontadennoù d’am soñj !! Ahah!!

Mersi deoc’h, plijus eo bet din kas keloù deoc’h ha labourat ganeoc’h!!

Ken ur wech all!!

Samuel.