Tour des pays celtes (en breton 2014) partie 2

 

 

Uist, enez eus bro Skoz, 7 a viz meurz

Salut deoc'h !

Erruet on e Bro Skos, bro ziwezhañ ar veaj...
An natur a zo brav kenañ : menezioù ha livioù brav…

 


Kestell brav am eus gwelet :

Binvioù nevez am eus klevet 'barzh ar skolioù :

{mp3}811_1702{/mp3}

Graet am eus anaoudegezh gant un arzour ispisial : 
setu e labour :

Ur foto eus an arzour :

Hag enrolladennoù an arzour da 4 eur vintin :

{mp3}811_1707{/mp3}

Graet am eus anaoudegezh gant ur c'honter eus an inizi Skye

Kontet hon eus kontadennoù e-pad 12 eurvezh da heul... 30 kontadenn hon eus eskemmet... 15 pep hini...

Un tamm skuizh e oamp a-benn ar fin...

Spi am eus da gas ar re wellañ ganin evit an distro...

Ur c'hilt en deus hag ur vazh ispisial : ur "Cromeg" evit kerzhout ha stourm.

Erruet on war an inizi Hebrides ( North Uist ha South Uist)... Tost eus an Arktika emañ al lec'h-se. N'ez eus nemet 3 eurvezh noz e-pad an hañv ha 6 eurvezh sklerijenn e-pad ar goañv.

Sevenadur Viking ha Keltiek a zo amañ... Gaelic a vez komzet gant an dud c'hoazh.

Stourm a reont evit derc'hel da gomz o yezh 'barzh ar stalioù, an ti-bank hag an ti-post.

Skol:

Baradou avel a zo aman. N’eus ket tu mont pelloc’h a-raok disul. Staget eo ar vigi er porzh. Chom a ran war an enez « Uist »  betek fin ar gorventenn.

 

Kenn d’ar c’hentan !

 

Enez Lewis, d’an 12 a viz meurzh


Chomet on war enez Uist e-pad ur sizhun. Ur gorventenn bras m'eus bevet. Normal eo evit an dud o chom amañ... Ur sevenadur pinvidik a zo war inizi Bro skoz :

Klevet am eus komz eus  ar "waulking song" (kanaouenn kanet evit gwalc’hiñ al lienoù)


{mp3}811_1781{/mp3}

Setu ur video: http://vimeo.com/20467842

Graet am eus anaoudegezh gant Tom: ur paotr eus Enez Man. Lâret e deus din:


- N'eo ket gwir! Ober a rez ur veaj tro ar vroioù keltiek hep mont da welet ma bro? Ret e vo din displegañ dit istor yezh ma bro neuze...

Tost da vezañ kolet eo bet yezh manx e-pad ar bloavezhioù 1970.

Bloavezhioù 1880 : Tout an dud ganet war enez Man a gomz manx.

Bloavezhioù 1970 : Ne chom ket mui un den e yezh-vamm ar manx... Un nebeut tud all a ouie manx desket diwezhatoc’h...

Neuze, kroget o deus tud ar vro da gelenn manx er skolioù ha da gomz manx er gêr...

Hiriv an deiz : Muioc'h muiañ a dud a gomz Manx er gêr. Laouen e oa Tom o lâr : Adkavet o deus o Yezh en-dro. 1600 den a gomz manx. Ret eo stourm evit ar sevenadur !

Seniñ a ra Tom ar violin gant Lee. Setu un ton eus enez Man :


{mp3}811_1776{/mp3}

Hag un nozvezh "session" en un davarn:

Chomet on un nozvezh e ti Tom gant ur skipailh driest !

War Enez Lewis emaon bremañ.

 


Graet am eus anaoudegezh gant Ian, ur c'honter.


Kontet e deus din un istor diwar-benn ar mor. Kousket am eus un nozhvezh en e vag.

foto.

Ur reinig am eus gwelet er porzh. Braz e oa hag o c'hortoz ur pesk...


Ouzh un den all am eus kejet : Niall Ian eo e anv.

O prientiñ ur veaj emañ. A benn daou viz e glasko treuziñ ar Mor atlantel. Ur Kanoe en deus. Treuziñ a raio an mor gant nerzh e diwrec’h nemeken...

Kalonek-tre eo Niall Ian... hir a vo an amzer e unan e-pad an treizh...

Ur Blog a vo vit heuliañ anezhañ : www.ny2sy.co.uk

Ul lec'h dispar am eus gwelet dec'h : "Callanish mein..."

5000 bloaz ’zo eo bet savet al lec'h-se gant an dud...

Kroget o deus da vevañ e tiez-du, "Black-houses", mogerioù tev ha toenoù plouz a zo ganto...


Komz a ra an dud diwar-benn politikerez bro Skoz :
Ur referendum a vo aozet a-benn nebeut er vro. Un dibab a vo da ober : Chom er Rouantelezh unanet pe bezañ emren... Aloubet eo bet Bro skoz gant Bro saoz e 1650. An hanter eus an dud a soñj dezho eo gwelloc'h chom gant ar Rouantelezh unanet, ar re all a soñj dezho e vefe gwelloc'h bezañ emren...
Un dibab a vo e miz gwengolo 2014... An dibab n'eo ket bet graet gant tout an dud c'hoazh...

Chom a ran war enez Lewis e-pad daou pe dri devezh all...

Setu un nebeut goulenn eus ar skolajidi Rostren:

- Penaos e oa e ti an dud o deus degemeret ac'hanoc'h ?

Tomm ha brav eo. Pedet on evit debriñ. Kanañ a reomp kanaouennoù ar vro. Kontañ a reomp kontadennoù a-bep-seurt, gizioù koz ar vro. Lâret a ra an dud :

A-viskoazh ez eus bet beajourien o tremen e-giz-se…

Ur plac'h eus bro Bologn o vevañ e bro Iwerzhon he deus lâret din :

« Gortoz 3 eurvezh, ezhomm am eus amzer evit kempenn va zi. »

Labourioù a bep seurt 'meus graet : Gwalc'hiñ a ran listri an dud, troc’hañ a ran koad, reiñ a ran boued d’al loened. Plijadur a vez !

- Darempredoù a zalc'hit ganto ?

Kas a ran keloù d'an dud eus bro Gembre hag eus bro Iwerzhon. Respont a reont din e Saozneg. Ur familh eus bro Gembre he deus c'hoant mont da welet ac'hanon war vag e-pad an hañv. Mignoned ha mignonezed nevez am eus bremañ e bro Gembre, Bro iwerzhon ha bro Skoz. Dispar eo !

- Penaos e oa gwisket an Indien (war ar Ferry) ?

Un indian eus bro India e oa. Gwisket e oa gant ur chupenn du hag ur bragou glas. Gwisket chik ha cheur e oa.

- Penaos eo an hent ? Aes eo c'hoari biz-meud ?

Brav eo. Gleb eo a-wechoù hag avel zo. Dilhiad tomm am eus. Aes eo c'hoari biz-meud betek poent. Paotred ha mec'hed a c'hell sikour ac'hanon bemdez. Mousc'hoarzin a ran kalz. Un nebeud a zegemer ac'hanon er gêr, ar re all a sikour din evit kavout skolioù, konterien ha kanerien....

- Penaos e oa Stonhenge ? Ha speredoù/teuzioù 'teus gwelet ?

Ul lec'h evit ar touristed eo Stonehenge. Tud eus bro China, bro Japan 'meus gwelet. N'on ket bet betek ar vein. Klask a rin mont da welet mein all e-kichen Stonehenge ma 'meus amzer e-pad an distro...

- Mojennoù 'peus klevet en-dro da Stonehenge ?

Unan... Lâret eo bet din eo bet kaset mein Stonehenge eus Bro-Gembre... Menozhioù a-bep-seurt a zo evit displegañ penaos eo bet graet an dra-se... Re bounner eo ar vein-se. Obelix ne oa ket du-se evit sikour anezho !

- Klevet 'teus kontadennoù nevez ?

Ya !

Un nebeud anezho a zo dispar !! Kontañ a rin anezho e Breizh e-pad an distro !

- Daoust hag-eñ peus kavet binvioù sonerezh nevez ?

Gwelet em eus un nebeud : koñsertina, scottish bagpipe, Bodhran, gimbarde...

 

D'ar meurzh 24 a viz meurzh

Bet on bet en un nebeut skolioù war enez Lewis. Bugale ampart gant ar c'han am eus kejet!
Ur plac'h he deus kanet e galleg :

{mp3}811_1800{/mp3}

E gaelic o deus kanet al liseidi all :

{mp3}811_1801{/mp3}

Un nozvezh, kousket m'eus e ti John Angus. Un nebeut deñved en deus en e di feurm. Mare an oaned eo...
fotoioù

Gwelet am eus ul lapous bras-tre. « Roue al lapoused » a vez graet eus al lapous-se... Roet eo bet din ur bluenn dioutañ... Brav 'vo evit seniñ ar salterion.

Bet on bet war ur vag vras vit distreiñ eus inizi Hebrides war enez Skye. Sellit mat ouzh ar foto, digor a ra e veg vit debriñ ar c'hirri!!


 

War enez Skye ez eus ur skol 'vit deskiñ ar gaelic.
Setu al lec'hienn http://www.smo.uhi.ac.uk


Un nozvezh kontadennoù on eus aozet. Skritelloù on eus lakaet. 25 den a zo deuet d'an abadennig. Klevet am eus kontadennoù e gouezelleg. Troet int bet e saozneg evidon. Kontet am eus istor ar c'horriganed ha kanet am eus un ton simpl gavotenn hag un hanter-dro... Laouen e oa an dud o tañsal.
Violin ha bouest an diaoul am eus klevet e-kerzh ar beilhadeg-se.

 

An nevez-amzer a zo o tostaat... Dav e vo din soñjal d'an distro e breizh... Hir 'vo an hent. Plijout a ra din kalz Bro Skoz ha koulskoude on laouen o soñjal distreiñ e bro ar brezhoneg...

Sellet a ran ur wech c'hoazh an dremwell hag ar menezioù...

 

 

D'an 2 a viz ebrel 2014
War hent an distro emaon!!
Kroget am eus ar veaj eus enez Skye gant ur vaouez simpa kenañ. Setu ur foto :
Iskis e oa mont war an hent-tizh goude ur prantad sioul e bro Skoz!
Divizet am eus mont da adwelet bugale ar skolioù hag un nebeut tud eus bro Gembre…
Distroet on e ti Rose e kreizteiz bro Saoz. Laouen e oa o klevet komz diwar-benn ar veaj. Aozet on eus un tantad bras vit kontañ kontadennoù. Deuet on da vezañ mignon d'ar familh-se.
Treuzet am eus Mor Breizh gant ar vag eus Portsmouth betek Caen… Adwelet am eus Julien, ur mignon a zo ampart-tre war an tresadennoù !! Dougerez eo e vignonez ha ret e oa deomp prientiñ mogerioù kambr ar bugel…
Setu, krog on war hent breizh, brav eo an amzer betek poent. Hir e seblant bezañ an amzer tremenet er vroioù keltiek… Ur bern tud nevez am eus kejet e-pad ar veaj… Spi am eus e adwelin anezho un deiz bennak !
O soñjal ober un nebeut souezhadenoù er skolioù emaon bremañ… Sellit mat e porzh ar skol ! Ahah !

D'an 12 a viz ebrel,

Distroet on e Breizh a benn ar fin! Divizet am eus adwelet an dud a-raok distrein er ger...

Bet on bet da welet un nebeut mignoned evit sikour anezhe en o jardin.
Ur vaouez eus Bro Dreger he deus degemeret ac'hanon er ger ha displeget din un tamm eus he vuhez, Gabrielle a oa he anv :

 

{mp3}811_1828 {/mp3}

Kroget am eus d'ober tro ar skolioù. Kontadennoù hag istorioù a zo bet eskemmet!!
Setu ur foto eus skol diwan Dinan:

Ha skol Diwan Kommanna:

Degemeret on bet mat, ha gant goulennoù e-leiz...

Kanaouennoù brav a zo bet kanet din :

Setu unan eus Rostrenn:

{mp3}811_1834 {/mp3}

Hag unan eus Kommanna:

{mp3}811_1835 {/mp3}

Kenderc'hel a ra va zroiad skolioù. Frommet ha laouen on o distrein e bed ar brezhoneg!

23 a viz ebrel 2014,
Kenderc'hel a ran an droiad e skolioù Breizh,

Dinan, Kergrist-Moelou, Rostrenn, Karaez, Kommanna, Lannilis, Gwitalmeze, Kleder, Kastel-pol, Lesneven, Sant-Martin war ar maez, Landerne, Kraon, Tregon, Gourin... Kemper, An Oriant, Sant-Brieg...

Goulennoù a bep seurt e vez savet ouzin.
Pelec'h out bet ?
Peseurt loened peus gwelet ?
Plijus e oa ar veaj ?
Peseurt yezh peus komzet ?
Pelec'h peus kousket ?

Pegen plijus eo adwelet bugale o deus kresket un tamm!! Ur souhezhadenn a ran bep noz d'ar vignoned. Darn anezho a zo brezhonegerien.
Laouen on da gomz yezh breizh adarre.

Gwelet m’eus un den a ra gwerennoù gant pri, "ur poder". Setu fotoioù e labour :
Bet on bet e ti Elise ivez. Ar vaouez-se he deus desket din un nebeut kanaouennoù. Graet he deus krampouez evidon. Mat-tre e oant gant kaotigel mouar.
Plijet eo bet Elise o lakaat kerniel ar c'havr war he fenn !
77 vloaz a zo gant Elise ha startijenn e leizh a zo ganti!

{

Setu kanaouenn Elise...

{mp3}811_1863 {/mp3}

Aman eman ur foto eus un teñzor kavet war an hent. Diskouezet e vez bremañ er skolioù :


Kanaouennoù e-leiz a zo kanet din gant ar vugale
:
setu unan eus skol diwan Guitalmeze ( Gavoten gant ar re CM)

{mp3}811_1839 {/mp3}

Setu unan eus skol diwan Lesneven ( ar re CP)

{mp3}811_1860 {/mp3}

Chom a ra un nebeut kanaouennoù da kanan ha da selaou ha kontadennou da kontan a-raok lakaat ar sac'h-kein e-barzh an ti e Ploeuc-sur-Lié !

D’ar sul 27 a viz Ebrel 2014

Erruet on er ger fenoz… Echu eo ar veaj...

Pegen laouen on gant ar veaj-se. Pegen plijus eo bet :

Kroget am eus e Bro Gembre gant un degemer dispar. Al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hembraeg a zo ken tost… Prantadoù brav kenañ am eus bevet er skoliou ha gant an dud. Diaes eo bet din kuitaat bro Gembre.

E bro Iwerzhon on bet war-lec’h. Chomet on nemet div sizhun du-se, en Donegal, ha kreñv eo bet an darempredoù gant ar sonerien hag ar c’honterien…

E bro Skoz on bet goude-se. Ur sizhun war enez Skye, unan e enez Uist hag unan all e enez Lewis. An Natur he deus roet din kalz a energiez. Distreiñ a ran gant kerniel ur c’harv ha pluenn un erer… Ur bern kontadennoù nevez am eus klevet hag ur ganaouenn e pep yezh am eus desket (kembraeg, gouezeleg eus bro Iwerzhon  hag eus bro Skoz…).

Distroet on e bro Gembre e-pad ur sizhun evit ober ur souezhadenn da bugale tri skol.

Distroet on e breizh e penn-kentañ miz ebrel. Chomet on peder sizhun war henchoù breizh evit adwelet ar vugale eus 17 skol. Respontet em eus d’o goulennoù ha kontet em eus istorioù nevez.

 

Setu enroladennou ar vugale:

Skol Tregon

{mp3}811_1869 {/mp3}

Skol Gourin

{mp3}811_1872 {/mp3}

 

Skol Karaez

{mp3}811_1878 {/mp3}

 

 

 

 

Souezhadennoù a bep seurt m’eus graet d’ar vignoned… Setu un nebeut fotoioù eus an nevez amzer e breizh…

 

 


 

 

 

Setu enroladenn Elise barzh e liorzh !

{mp3}811_1866 {/mp3}

 

 

Setu enroladenn ur plac'h eus bro Gembre a zo o chom e Menez-Aré, hag a gomz brezhoneg :

{mp3}811_1880 {/mp3}

 

 

Echuet em eus ar veaj e Botmeur war lein meneziou Arre… Ur gouel kontadennoù a oa du-se ha klevet am eus un nebeut konterien. Unan anezho a zo brudet : Patrick Ewen... hag hennez eo an hini en doa roet din nerzh evit ober ar pezh a blij din em vuhez… Gwelet am eus anezhañ en-dro tost 20 vloaz goude ar wech kentañ…

 

 

 


 


110 devezh on chomet war an hent ha 110 nozvezh on chomet e ti an dud. Skuizus eo cheñch lec’h bemdeiz met plijus eo memestra. Nozvezhioù dispar m’eus tremenet atav. Gwech ebet n’em eus gwelet skeudennoù an tele e-pad ar prantad-se. Gwelloc’h eo din bevañ hep tele,  sikour a ra ac’hanon da vevañ an amzer vremañ... Gant spered disourci ur bugel eo brav ar vuhez. Ne c’hoarvez ket an traoù dre zegouez…

Distroet on fenoz er ger, laouen va c’halon, va spered a zo war an hent atav, plijet on da dommañ va c’horf e-kichen an tan, brav e vo degemer an nevez-amzer el liorzh met prest on da genderc’hel gant raktresoù all !!!

Skrivet e vo ul levr kontadennoù d’am soñj !! Ahah!!

Mersi deoc’h, plijus eo bet din kas keloù deoc’h ha labourat ganeoc’h!!

Ken ur wech all!!

Samuel.