Tour des pays celtes (en breton 2014) partie 1

 

Janvier 2014:

Je suis parti en voyage..

J'ai passé une année à apprendre le breton en suivant une formation en immersion et en vivant dans le Finistère chez un locuteur de langue bretonne. Je ne parle pas encore parfaitement, mais je progresse. A partir d'octobre 2013, j'ai décidé de mettre en pratique ce que j'ai appris en contant des histoires en breton. Des histoires bretonnes, mais aussi des histoires africaines, amérindiennes... Ensuite, à partir de janvier 2014, je vais repartir en quête de nouvelles histoires dans les pays celtes... Je reviendrais en avril et mai 2014 pour les partager en Bretagne dans les écoles qui suivent le projet, en breton et aussi en français...

Le journal de bord que je vais écrire durant ce voyage sera en langue bretonne uniquement, il s'adresse aux enfants et aux adultes qui savent ou apprennent cette langue. Il y aura quelques photos et peut-être même des enregistrements... Bon voyage!!

 

 

 

Emgav gant ur c’honter beajour

Abaoe 2002 emaon o veajin gant kontadennoù. Graet em eus div wech tro ar bed o c’hoari biz meud.

( Pajenn Samuelallo.com ha Louarnig miz Du 2004…). Kontet ha dastumet am meus kontadennoù ha kanaouennoù e-pad ar beajoù-se.

Kroget am eus da zeskin brezhoneg gant Roudour e Karaez ar bloaz paseet.

Goude ar stummadur em eus graet ur veaj e Breizh hep komz galleg e-pad miz ebrel tremenet. Kontet am eus kontadennoù e skolioù Diwan Komanna, Plounevez Moedec, Lannuon, Kemper, Kraon, Lesneven, Pondi, Sant Brieg, Dinan, e skolajoù Ar Releg Kerhuon, Plijidi, ha Rostren, e lise Diwan Karaez hag e skolioù divyezh Sant Riwoal, Lanmeur, Montroulez, Kavan, ha Lannuon.

C’hoant am eus d’ober ur raktres all evit ar bloaz man :

Ur veaj er broioù keltiek heuliet gant ar vugale a zesk brezhoneg

Gant tri frantad:

Miz Here, miz Du, miz Kerzu 2013 : Emgav er skolioù gant kontanennoù, kanaouennoù  ha dansoù eus Breizh pe eus broiou Afrika pe re Indianed eus Amerika...

Miz Genver, C’hwevrer 2014 : Beaj tro Bro Gembre, bro Iwerzon, bro Skoz :  beaj evit dastum kontanennoù, kanaouennoù ha dansoù nevez… Skrivet e vo lizheroù e brezhoneg ha kaset e vint d'ar skoliou dre internet…

Miz Meurzh, Ebrel ha miz Mae 2014 : an eil emgav gant ar memes skolioù e Breizh… Kontet e vo kontanennoù eus bro Iwerzhon hag eus bro Skoz e brezhoneg gant un nebeut gerioù e saozneg, kanet e vo e gouezeleg ha danset e vo ivez…

Skrivet e vo ur c'havotenn e-pad ar raktres:

Ton simpl e-pad ar veaj e Breizh, ur poz e pep skol.

Tamm kreiz e-pad ar veaj tro Iwerzhon ha bro Skos.

Ton doubl e-pad an eil veaj tro dro Breizh: ur poz e pep skol…

 

An Oriant, d' ar yaou 7 a viz du.

 

Salut deoc'h bugale ha tud vras !!!

Setu ar c'heloù kentañ eus ar veaj. Kerzhout a ran e Breizh abaoe penn-kentañ miz Here. Deuet on a benn da gavout ti ur brezhoneger bep noz evit kousket. Komzet m'oa brezhoneg war an hent ivez, er c'hirri-tan.

Degemeret on bet mat-tre gant ar skolioù :

Diwan Kastell Pol, Gwitalmeze, Divyezh Lannilis, Pleber-Krist, Gourin, Skolaj Kleder, Diwan Kommanna...

Graet am eus anaoudegezh gant tud kozh hag a zo gouest da kanañ brav. Kaset vo deoc'h an enroladennoù a benn nebeut...Glav a ra kalzig. Ne vern ! Plij a ra din kerzhout gant an avel ! Breizh a zo brav tre !



Setu rekipe ar fars forn d'eus bro leon :

Mesk tout an dra-se (tro ha tro adarre) :

3 loaiad bras bleud gwinizh

5 loaiad bras bleud gwinizh du

3 loaiad bras sukr

3 viu

½ litrad laezh d'euz ur feurm

Holen (etre daou viz)

 

1 litrad laezh vo tommet diwezatoc'h a mesket gant an toaz,

tro a tro adarre ( arabat ober « poulout »!)

 

Lakaet e vez barzh ur plad gant un tamm amann.

Lakaet a vez ar forn da dommañ betek 195 derez (gant pruneau ha raisin).

 

Chañs vad deoc'h !

Kenderc'hel a ran va droiad,

Keloù all vo kaset deoc'h !

pokoù

Samuel.

Ploeuc sur lié, d'ar 6 a viz genver.

Bloavezh mat deoc’h !!

Spi am eus eo bet plijus ar vakansoù evidoc’h !
Brav eo mont da welet ar vignoned hag ar familh, met, brav eo ivez mont da veajiñ!!
Prest on ! ahah!
Kregiñ a ra ar veaj nevez a-benn warc'hoazh, diriou…
Prest eo ar sac’h,
lâret m’eus kenavo d’ar vignoned,
Kenavo d’ar familh,
Kenavo d’ar wezenn d'eus Ploeuc sur lié...
Keloù all a vo skrivet a-benn un nebeut devezioù, pa vin er-maez eus breizh.
Kenavo va breizh hag a-benn an nevez-amzer!
Mersi deoc'h bugale eus breizh evit rein din startijenn vit ar beaj-se...
Samuel.
kaset eo bet din un barzhoneg skrivet gant Fanch Salaün (eus bro Leon). Poème écrit par Fanch Salaün que j’ai connu pendant l’automne. Graet am boa anaoudegezh gantañ e-pad ma zro breizh… troet eo bet gantan e galleg. Il l'a traduit en français: 
Petra lakaat er sac’h gein
Evit ma ne vefe ket re bounner ?
Peseurt gerioù a rimo a gredenn
Ha peseurt mouez nemet unan tener?
Que mettre dans le sac à dos
Pour qu’il ne soit pas trop lourd ?
Quels mots rimeront le credo
Et quelle voix sinon celles de velours ?
Peseurt sell a en em lako war ar bed
Pa zibuno ar mousc’hoarzhoù
Pa zevo bervidigezh ar gavotenn
An disterañ c’hoantoù?
Quel regard se posera sur le monde
Lorsque défileront les sourires
Lorsque le feu de la ronde
Brûlera d’autres désirs
E foñs ur sac’h an dalc’hegezh
A vo livet a esper
En ur godell gostez
Skediñ a raio ar wirionded
Au fond du sac la persévérance
Sera colorée d’espérance
Dans une poche de côté
Rayonnera la sincérité
War ar bloukloù evel ur prism
Steredenniñ a raio an optimism
Ha war banniel an dalc’husted
C’hweziñ a raio avel an uvelded
Sur les boucles comme un prisme
Scintillera l’optimisme
Et sur l’étendard de la ténacité
Soufflera le vent de l’humilité
Ploeuc sur Lié, d'ar 4 a viz kerzu

Setu. Echu eo ma zroiad skolioù… Hag echu eo ton simpl ar gavotenn ivez :
Ar Gavotten gant ar vugale.
{mp3}gavottengantbugale{/mp3}

Setu ar pojoù kentañ eus an ton simpl ar gavotenn

 

Bonjour deoc'h c'hwi tud yaouank, ni a zo digouezet

Ni gano un droiad dañs, biskoaz c'hoazh on eus graet

D'an oad d'ar pemp war-n-ugent, ur veaj m'eus kroget

betek an devezh hiriv, war an hent m'eus dalc'het

A-drugarez d'an indianed, brezhoneg m'eus desket

Hag ober a ran bremañ, un droiad 'breizh izel

Me zo bet e bro leon betek skol Kastel Pol

Gwelet m'eus an iliz veur, hag a oa leun a gaol

Warlerc'h on bet e Kleder, ker ar pesketourien

Ur c'hastell a oa ivez, kreiz an artichaoden

Bet on bet e Kommanna, en traoñ menez Arre

Du-se a zo ur mougou, ha dindan m'eus kousket

E Gourin zo ur statu, Dimezel Liberté,

Bremañ he deus ur bonned, hag hemañ a zo ruz

En Oriant, on bet ivez, betek skol Ker-Nevez
Gwelet m’eus an defile, ar gouel etrekeltiek
Tremenet 'oan e Kemper, e-biou ster An Aodet
Gwelet m’eus ur maligorn, o vont d’an iliz veur
Lesneven ez eus ur volz, a zo bet adlaket
Kouezet e oa pad ar brezel, gant bombezenn ur c’harr-nij
Landerne ez eus ur pont, anvet Pont ar Rohan
Tud o deus savet o zi, a-us ster An Elorn
Rostren on bet ivez, saludin Bro Fisel
Ur bern dud a oa du-se, 'vit devezh ar marc’had
Warlec’h on bet e Karaez, lec’h m’eus desket ar yezh
Ar musik a oa re grenv, e-pad an Erer kozh
Tregunc ez eus ar mor, 'tal Kastell Trevignon
Ur grampoue'enn am m’eus debret, rak 'oa koulz ar foer bio
E Sant Brieg on distroet e-kichen an ti gar
Un enezen brezhoneg a zo e Breizh Uhel
E Penn-ar-Bed ez euz ul lec’h war gourennez Kraon
Ar skol-se a zo bihan tout, ha leun a startijenn

Echuet m’eus ma zroiad, ma zroiad Breizh Izel
Ret e vo mont war an hent, betek broioù keltiek
Lalalalalalala lalala la le lo
Lalalalalalala lalalalalelo
Brav eo bet ar veaj-se : setu un nebeut fotoioù :
Ul labourer-douar gant kezeg,
Peulvann Plouarze
Ur stajiad (me) o rein laezh (lâret "leazh" e Bro Leon) d’al leue
Yves a zo dedenet-tre gant ar salterion
Elise oc’h ober krampouez
Ur fritadenn viou war an tan koad

Prest on da vont pelloc’h…
Diskuiz a ran e-pad vakansoù Nedeleg a-raok mont e Bro Gembre…
Kenavo deoc’h, Nedeleg laouen da dout an dud, ha ken ar bloaz o tont…
Samuel.

Eus ur geriadenn e-kichen Bath, d'an 12 a viz genver

Keloù kentañ ar veaj!

Laouen on da skrivañ deoc'h eus Bro Saoz.
Aet on kuit war droad diryaou mintin eus Ploeuc sur Lie. Sikouret on bet gant an otoioù evit mont betek Dinan. Ur souhezadenn m'eus graet er skol Diwan, da glas ar re CE2 hag ar re CM. Kanet on eus ar gavotenn ha selaouet m'eus ur ganaouenn kanet gant brezhonegerien Dinan (setu enroladennoù...).
o c'hoari biz meud
Alix eus Dinan
E Caen on erruet diouzh an noz gant Veronique, ur vaouez eus bro Normandie. Pedet on bet en he zi a-raok mont betek ar porzh. Dedenet-tre eo bet Veronique hag he gwaz gant ar psalterion.
Pignet em eus er vag da 11 eur d'an noz hag komzet am eus gant un den eus bro India (e saozneg). Lâret en deus din:
- You are interested with celtic culture? Then you should go to Stonehenge! (Dedenet out gant sevenadur Keltiek, p'eus ket nemet mont betek Stonehenge!)
Perak ket?
Kousket em eus mat-tre war leur ar vag (tomm er sac'h kousket). Abred diouzh ar mintin on aet war pont ar vag. Teñval e oa an oabl. Gwelet em eus gouleier Bro Saoz. Nebell eus Porthmouth e oamp...
Diouzhtu m'eus kavet er porzh ur c'harr-tan o vont betek Southampton. Iskis e oa mont en tu kleiz eus an hent e-pad an noz, gant tud ha na gomze ket nemet e saoznek... Lezet o deus ac'hanon e kreiz-ker Southampton. Kerzhet am eus war-zu ar c'hornog evit kavout an hent az 'afe betek Salisbury. Stonehenge n'eo ket pell eus Salisbury... Gwelet em eus yourc'h er park war bord an hent. Brav e oa. Erruet on e Salisbury da greisteiz. An iliz-veur a zo bras du-se hag ur foto am eus tennet. Diseñvel eo eus iliz-veur Kastel Paol. Ur feuntenn a zo e kreiz. Skolidi a oa du-se, o tresañ en diabarzh. Unan anezho a oa gouest da gomz galleg !
Fotoiou ar c'hatedral...
Salisbury c'hatedral...
Kerzhet am eus war-zu Stonehenge. Bern dour a oa e bord an hent abalamour d'ar glav a zo bet ar sizhun tremenet. Dour-beuzioù 'zo bet ivez. Gwelet am eus bugale e porzh ur skol. Goulenet em eus gant renerez ar skol hag-eñ 'oa dedennet gant kontadennoù. Aotreet on bet da gontañ un istor d'ar vugale a oa 7 vloaz. Kanet o deus din ur ganaouenn
Gwelet am eus mein bras Stonehenge eus pell. O kuzhat e oa an heol. Ret e oa din kavout ul lec'h evit kousket. Blenier ur c'harr anvet Simon en deus kaset ac'hanon betek e di. Un den dispar e oa Simon. Beajet en doa kalz pa oa yaouankoc'h. Lâret en deus din :
- I can bring you home but I am afraid, my wife won't let you sleep at home... Bez e c'hellañ kas ac'hanout em zi, met ma gwreg 'vo ket a-du vit degemer ac'hanout er ger...
Laouen e oa bugale Simon o welet un estañjour eus bro Frans. Met aon a oa gant e wreg. Lâret he deus da Simon:
- No way, he cannot stay in our house! Nann, N'eus ket tu dezhañ chom amañ en hon zi.
Kaset on bet gant Simon betek un ti-feurm. Trist e oa Simon o lavar din kenavo e-pad an noz... Lavaret am eus dezhañ:
- Tud'zo o deus aon unan ouzh egile... Tamm-ha-tamm e teu muioc'h a fiziañs.
Kemeret em eus chomlec'h internet Simon vit kas keloù dezhañ.
Aet eo kuit karr Simon. Kerzhet am eus betek nor ar feurm. An dud ne oant ket evit sikour ac'hanon. Koulskoude em eus sonet un ton hanter-dro gant ma flut evit kaout fiziañs ennon adarre. Plas a oa er feurm vras met aon o doa eus an estrañjour.
Kerzhet em eus un tamm pelloc'h. Klouar e oa an noz, glav ebet. Goulenet am eus gant un den kozh-tre. Bouzar e oa. Diaes-tre eo bet displegañ dezhañ e oan o klask ul lec'h evit kousket. A-benn ar fin en deus komprenet ac'hanon met e c'harr-di a oa leun a draoù... Plas ebet vit ur veajour...
En un ti all eo bet lâret din:
- You should ask Rose, she is my neibourgh, might have a place for you! P'eus ket nemet mon betek ti Rose, va amezegez, ganti vo kavet ul lec'h evidout!
Ar gwir a oa ganti.
Degemeret on bet gant Rose, ur vaouez 60 bloaz. An emglev zo bet kavet:
- Could you cut some wood for me tomorrow morning?? Bez e c'hellez troc'hañ koad evidon warc'hoazh mintin?
- Evel just!
Debret em eus mat-tre gant Rose. Pedet he deus an amezeien da gomz ganin (Claire ha Thadeus eus bro Pologne). Tud dedenus-tre int. Savet o deus un ti « passive », un ti hag a zo tommet nemet gant energiez an heol... Clare a zo kelennerez Yoga. Komzet on eus kalz ha warlec'h m'eus kousket mat-tre. Skuiz e oan !
Ur "british breakfast" a zo bet profet din gant Rose diouzh ar mintin. Labouret am eus o troc'hañ koad e-pad div eurvezh.
Ti Rose, english breakfast

Pedet on bet vit chom e ti Claire ha Thadeus. Skriv a ran deoc'h eus o zi...
Mont a reont e Bristol (ur ger all) fenoz. C'hoant o deus mont d'ur preti "south indian". N'ouzon ket peseurt boued a vo kavet du-se. Krampouez 'vo ket debret fenoz, a dra-sur !!
Setu 'vit keloù penn-gentañ ar veaj.
Spi m'eus ez a mat an traoù ganeoc'h !
Pok deoc'h ! pe ur "kiss"
Sam.

 

 

Aberystwyth, d'an 20 a viz genver.

Keloù eus bro Gembre,

Mont a ra mat gant ar veaj. Emaon evel ul logodenn war un tamm fourmaj!

Erruet on e Aberystwyth. Ur sizhun vrav-tre m'eus tremenet e bro Gembre, daoust ma 'oa fall an amzer !!

Goude un nozvezh en ur preti « chik ha cheuc'h » e Bristol hag un nozvezh en un davarn gant sonerezh "Funk" on aet en-dro war an hentoù.
Grae
t am eus anaoudegezh gant tud Bro Gembre.

Degemerus-tre int! Pegen brav eo klevout ar c'hembraeg er stalioù, en ti-post, war an hentoù. Komz a reont saozneg ganin hag kembraeg etrezo. Difennet e oa bet komz kembraeg gwechall-gozh er skol.


Cheñchet eo bet al lezenn. Holl bugale Bro Gembre a zesk e kembraek bremañ. Spi o deus an dud e vo komzet muioc’h muiañ ar c'hembraeg… Brav eo ar yezh-se. Ur bern gerioù a zo heñvel ouzh gerioù brezhoneg. Ar mod da skrivañ a zo disheñvel-tre.

Setu un nebeut fotoioù graet en ur stal boued…

Denved : deñved
Vuoc'h : buoc’h
Bara : bara

Un nozvezh kontadennoù hon eus aozet en ur familh. Kontet eo bet un nebeut kontadennoù gant ar vugale ha bugale an amezeien (e saozneg). Kontañ kontadennoù a blij d’ar vugale-se !

Nozhvezh kontadennou

 

 

Beajet am eus betek Llandybie evit ober ur souezhadenn da Rita ha Carl.

{mp3}9illandybie{/mp3}

Rita a zo dedennet-tre gant ar brezhoneg. O skivañ ur geriadur "Brezhoneg-Kembraeg" emañ. Enrollet am eus un atersadenn graet ganti :

{mp3}9 i llandybie{/mp3}


Rita ha Karl


Carl o kanañ:
{mp3}9jalonlan{/mp3}


Kavout a ran ul lec'h vit kousket bep noz. En un ti feurm m'eus kousket ur wech. Arwyn en deus 350 deñved en e di-feurm.

Nozhvezh barh ur feurm

Ar muzik a blij d'an dud amañ. Kousket am eus e ti tud yaouank. Hir eo bet an nozvezh, gant muzik ha kontadennoù…


E ti Josuan emaon bremañ. Eus enez Maurice eo. Komz a ra galleg, saozneg ha kreol evel just! Emañ o chom e Bro Gembre abaoe 10 vloaz. Diskuiz a ran en e di e-pad an dibenn sizhun.

 

 

Machynlleth, 27 a viz genver

 

Salud deoc'h!


Setu un nebeut keloù eus ar veaj : e
bro Gembre
emaon c'hoazh.

Bet on bet en un nebeut skolioù nevez, souezhet e oa ar vugale o klevout gerioù e brezhoneg. Soñjal a raent e oan gouest da gomz e kembraeg !

 

{mp3}skolexchange{/mp3}

 

Setu ar sifroù e kembraek :
Un dai tri pedwar pimp chwech seis wyth naw deg


Desket am eus kanaouennoù nevez gant ar vugale :
Brudet eo bro
Gembre evit ar c'han.

Setu enroladennoù ar vugale :
{mp3}disul{/mp3}

{mp3}ganaouennsosbanbar{/mp3}

Graet am eus anaoudegezh gant tud o vevañ e tiez ispisial. An dud-se no deus ket c'hoant bevañ pell eus an natur. O chom e-kreiz an natur emaint. Kousket am eus mat-tre e-barzh an Hut, ar yourte hag an tippi... Hut a blij din muioch. Tomm eo ha koulskoude eo posubl selaou kan an avel ha dour ar ster...
sell diouzh al lec'hienn-se:
www.thatroundhouse.info/

Un
eskemm kontadennoù am eus graet gant Kristine e Fishgard. Un istor nevez am eus klevet. Klask a ran deskiñ anezhi evit an distro e breizh...

 

Kristine eus Fishgard


Fishgard
a zo al lec'h diwezhañ bet aloubet er rouantelezh unaned. Bro Frans a oa deuet amañ e 1791 evit sikour ar chembreiz da stourm a-enep bro Saoz... An dud eus bro Gembre ne oa ket a-du da servij bro Saoz, na kennebeut da servij bro Frans... Stourmet o doa a-enep bro Frans vit kas anezho en dour en-dro...

War-zu
hanternoz bro Gembre emaon o vont bremañ. Lâret eo bet din eo disheñvel ar chembraeg du-se. Saozneg a vo komzet ganin... Menezioù uheloc'h a vo, hag erc'h marteze...
Gleb
eo bet an amzer betek poent. Krog a ra an amzer yen... Met tomm eo kalon an dud !
Mont
a ra mat ganin! Un tammig trist on o lâr kenavo d'an dud... kouskoude eo ret din mont war-raok vit ober an droiad...
Bro
Gembre a blij din!

Holyhead Porz, d’ar 6 a viz C'hwevrer

Setu keloù diwezhañ eus bro Gembre,
Cheñch a rin bro fenoz...

Traoù brav m'eus bevet ar sizhun tremenet.
Kontet am eus kontadennoù e skolioù nevez (11 Skol m'eus gwelet e bro Gembre) ha graet am eus anaoudegezh gant ur familh brezhonegerez. An tad a gomz nemet brezhonek gant ar vugale hag ar vamm a gomz kembraek... Saozneg ha galleg ebet en ti-se. Plijus-tre eo bet c'hoari "mil bornes" e brezhoneg ha debriñ krampouezh fardet war ar billig!
Setu ur boltred hag un enroladenn eus ar familh...

{mp3}familh{/mp3}

 


Ur ganaouenn eus ar skol :

{mp3}bugalelaouen{/mp3}


Desket am eus ur sekred kegin nevez ganto:

Kouignoù kriz eus bro Gembre:

Bleud : 450 gr (gant poultr da greskiñ e-barzh)

Amann : 115 gr

Saindoux : 115 gr (pe neuze amann c'hoazh)

Sukr : 115 gr

Rezin sec'h

Vioù : 1

Laezh : un dakenn bennaket (ur santimetr en ur werenn)

Meskañ ar bleud, an amann hag ar saindoux

Bruzhunaat anezho.

Lakaat ar sukr, ar rezin hag an u

Meskañ pep tra ken vo savet ur volotenn toaz

Lakaat ur boc'h laezh ma vez re sec'h an traoù

Poultrennañ bleud war an daol

Rollañ ar volotenn betek ma vefe ur santimetr a devder

Didroc'hañ tammoù ront gant ur werenn

Lakaat an tammoù da rouzañ en ur baelon, 3 vunutenn pep tu.

Tenañ anezho kuit ha lakaat sukr warno.

Arabat debriñ tout d'un taol!

Start a vo!

 


Warlec'h on bet e hanternoz bro Gembre. Brav kenañ eo ar menezioù du-se... Erc'h a oa e-lein ar menez met ket en traoñ...

 

 

Chomet on en un ti koad e-kreiz ar c'hoad.
Marteze emaoc’h o soñjal : "Samuel a zo sot gant ar c'hoad...".
Ar gwir zo ganeoc'h, energiezh an natur a blij kalz din.
Setu un nebeut fotoioù eus al lec'h-se...

 

 

 

Hag lec'hienn al lec'h-se e saoznek: http://www.caemabon.co.uk/

Perc'henn al lec'h-se a zo añvet Eric hag ur c'honter an hini eo. Klevet am eus ur gontadenn brav kenañ gantañ!!

Echuet em eus va droiad e bro Gembre e-kichen Aberdaron.
Spontet on bet gant labour Dafydd (David )
An den-se a zo gouest da sevel tiez e-giz an dud e oadvezh an arem... Tiez ront gant un doenn plouz.

 

Ul lec'hienn a zo: http://www.felinuchaf.org/

Ur stal a zo evit deskiñ al labour gant prenn. O klask kempenn bigi kozh emaint.

 

 

10 den yaouank eus Rouantelezh unaned hag ivez eus bro Frans a oa du-se. Pephini a zo o veajiñ hag o klask deskiñ labourat gant an dorn... Labouret am eus un devezh ganto evit gounit ma zamm vara!

Unan eus an tiez a zo graet evit an abadennoù kontadennoù. Ha savet ’zo bet unan e-pad ma oan du-se !! Ahah!

Pegen brav eo bet an nozvezh-se, gant kontadennoù, dansoù ha kanaouennoù. Dañset on eus an an-dro, an hanterdro, ar rond-de-st-vincent, hag ar gavotenn evel just!! M'eus ket desket mat an dañs eus bro gembre met klask a rin kaout soñj.

 

 

An emgav diwezhañ e bro Gembre a zo bet gant Twm (Tom), ur barzh ha skrivagner. Kanet en deus din ur ganaouenn kembraek hag a zo tost eus ur ganaouenn eus breizh - ur ganaouenn keltiek an hini eo :

Setu an enroladennoù :

{mp3}tom{/mp3}


Pezh a blij din e bro Gembre a zo ar kembraek. Klevet e vez kembraek barzh tout ar skoliou skoliou met ivez war ar staedou, barzh ar stal bara. Tud a bep seurt oad a zo o komz kembraek bep deizh.

Erruet on e Holyhead. Kemer a rin ar vag fenoz... Spi am eus ne vo ket dirolet ar mor. C'hoant am eus kousket un nebeut eurvezhioù war ar vag... Keloù nevez a vo kaset deoc'h eus bro Iwerzhon...

 

 

Glenties, Donegal, d'ar 14 a viz C’hwevrer

Salut deoc’h!

A-raok komz diwar-benn ar veaj em eus c’hoant trugarekaat un nebeut tud:

Mersi Erell evit difaziañ an destenn bep sizhun

Mersi Louis evit “moanaat” ar fotoioù hag an enroladennoù

Mersi Eva da vezañ ur webmaster a feson !

Ha bremañ, keloù eus ar veaj :

Erruet on e bro Iwerzhon ur sizhun zo. Graet am boa anaoudegezh gant Ewa, ur plac’h eus bro Pologne. Sikouret he deus ac'hanon da ziskuizañ goude an nozvezh war ar vag. Diaes eo buhez an emvroidi (n’o deus ket kalz a arc’hant vit bevañ), ha koulskoude he deus roet din ur bern boued evit ar veaj… Brav eo kalon an dud a gavan war an hent! Ar re o deus an nebeutañ a ro ar muiañ…

Gant Tommy hag e familh on chomet daou devezh. Sevel a ra margodennoù hag laouen eo ar paotr ! Displeget en deus din petra eo ur “fairy ring”. Kavet 'vez ur bern dioute e bro Iwerzhon ha den ebet a c’hell ober drouk d’ar wezenn pe d’ar mein pa vezer du-se. E-giz ur santual evit an dud burzudus eo… Mont a ra Tommy da welet ha da gomz gant ar “fairies” du-se.

N'em eus ket bet c’hoant tapout ur boltred eus ar “fairy ring”, displeget eo bet din gant Tommy : Ar fairy ne blij ket re ar fotoioù… Doujet am eus outo…

Foto tommy

Divizet am eus mont betek Donegal, ur rannvro e hanternoz Bro Iwerzhon. Gaellig a vez komzet du-se. Ar gaellig eus Donegal a zo tost-tre eus ar gaellig eus bro skos…

 

Hurling ha gaelig football a zo ar sportoù hengounel hag a blij d’an dud en Donegal.

Gwelet am eus ur match :

Setu ur video eus ur match e breizh :

http://www.dailymotion.com/playlist/x1snza__flk-comms_gaelic-football/1#video=xrag1y

Bugale ar skol o deus kanet din ur ganaouen:


{mp3}811_1626{/mp3}

{mp3}811_1625{/mp3}

Ti ar re gozh:

Ur nozvezh eskemmoù m’eus bevet gant Evan, ur paotr ampart gant ar piano:

kanaouenn eus Breizh

{mp3}811_1608{/mp3}

kanaouenn Iwerzhoneg

{mp3}811_1610{/mp3}

E Glenties on erruet bremañ  ha bet on en ur “session”: Brudet eo bro Iwerzhon evit an abadennoù sonerezh : Pephini a zeu gant ur beñveg seniñ ha sonet e vez sonerezh hengounel. Desket e vez an tonioù gant ar re gozh pe gant ar re a oar seniñ anezhe.

{mp3}811_1620{/mp3}

Ne m’eus ket klevet kement a dud o komz ar yezh iwerzhonek er straed evel ar yezh kembraek e Bro Gembre…  Klask a ran un tamm muioc’h…

Klasket am eus kousk barzh ar c'hastel-se. Re souhezhet e oa pec'henn al lec'h. klask a ran.

Labouret em eus en un ti feurm evit trugarekaat an dud o doa roet din un dijuniñ. En ur gwele mat ha plum m’eus kousket…

Erc’h on eus bet dec’h met teuzet eo hiriv…

Kenderc’hel a ran va droiad war-zu an hanternoz.

Ken ar c’hentañ!

 

Dar gwener 21 a viz c'hwevrer
Setu
un nebeut keloù eus Donegal.


Setu an traezh eus Donegal :

 

 

Erruet on en ur "Gaeltalk", ul lec'h e vez komzet muioc'h a gaelic ha nebeutoc'h a saozneg.
Laouenn e oan o klevout gaelic er stalioù hag er staedoù. Goulennet am eus gant ar plac'h a labour er stal boued : Gaelig a zo yezh al lec'h-mañ? Lâret he deus din : "50 % eus an dud a gomz gaelic bemdeiz ganin".
Neo
ket fall. Kentelioù c'hoariva, muzik ha dansoù a zo kinniget amañ e gaelic. Vakansoù ar skolioù a zo ar sizhun-mañ. Ret eo bet din mont da welet an dud e ti ar re gozh vit rein startijenn dezho. Plij a ra dezho ar gavotenn, an andro hag istor ar gorriganed. Kanet o deus din kanaouennoù hengounel eus bro
Iwezhon.

 

{mp3}811_1660{/mp3}

am eus anaoudegezh gant ur familh plijus kenañ. Gaelic a zo yezh an ti. Ar vamm a zo ur gonterez ha dedenet gant ar c'han. Ar muzik hag ar c'hoariva e gaelic a blij d'ar vugale
:
Setu
fotoioù Suzann, Alva (mec'h Suzann) hag enroladennoù
:

 

{mp3}811_1664{/mp3}

 

 

 

 

{mp3}811_1645{/mp3}

Kanet

he deus Noeleen e Breizh ar bloaz paseet vit ar Gouel etrekeltiek e kêr an Oriant. Spi he deus da vont en-dro ar bloaz-mañ!
Familh
Noeleen a oa degemerus-tre:

 

 

 

 

 

Bevet am eus daou devezh gant Breeze.
Dont
a ra bugale ar c'harter da c'hoari ganti. Brudet eo vit bezañ ur bugel bras, ur bugel 50 vloaz ! Plijadur on eus bet!


Chenchamantoù
bihan zo bet gant ma divskouarn :

Normal eo e bro Iwerzhon!

Ha bremañ, mont a ran da adwelet an Druidess m'oa gwelet 7 vloaz-zo... Spi am eus e kavin anezhi...

Pok
deoc'h!
Sam.