Toc toc toc e brezhoneg


Salud deoc’h !

Digarezit ac'hanon da skeiñ ouzh dor ho ti... Ur beajour on ! Samuel eo ma anv. N’eus teltenn ebet ganin, nemet ur sac’h kousket ;

Deuet on amañ evit goulenn hag-eñ e vefe tu kousket en ho ti. Ma sikourit ac’hanon, e vo posub din seniñ muzik pe kontañ un istor… Deoc’h da welet ! Kroget am boa ma veaj un neubeud bloavezhioù 'zo. Erruet e oan skuizh gant ar sonjoù trist a oa gant an dud dirak ar skinwell pe er skingomz. Lakaet am boa em spered beajiñ tro ar bed evit mont e darempred gant an dud…

Ne 'm eus ket ezhomm arc’hant evit mont war raok e-pad ma beaj. Me'z eus tu din kerzhout, kerzhout a ran… Kalzig a vlenier a c’hell sikour ac’hanon ivez bemdeiz… Chom a ran bepred leun a youl hag a sonjoù pozitivel : Sur on da gavout ul lec’h evit kousket e ti an dud. Din eo d’ober un dra evit lakaat anezho da gaout fiziañz ennon…

Ober a ran tro ar bed evit reiñ fiziañz d’an dud. Pep hini a zo gouest da ziskouez d’ar re all un dra a blij dezhañ. Me zo ur seurt buhezour… pe un troubadour, hervezh an dud… Ret eo da bep hini klask eskemm un dra gant ar re all. Ar veaj a zo disheñvel evit pep hini ac'hanomp. Tout an dud n’en deus ket ezhomm da vont pell evit ober e veaj a-ziabarzh… Un dra 'zo sur : mont a reomp pelloc’h gant ar re all…

Benn ar fin, ma n’eo ket an devezh mat evit skeiñ ouzh ho tor, e c’hellan kenderc’hel gant va hent… Mat eo din ! Kemeret hon eus amzer evit komz asambles hag ober anaoudegezh. Prest on da vont gant an hent en dro !

Noz vat deoc’h… Ha ken ar wech all !